An Danelaw pe Danelagh (Dena lagu en hensaozneg, Denelage e krennsaozneg, Danelagen e daneg bremañ) a oa ul lodenn eus Enez Vreizh ma rene lezenn (law) an Daned (Dane), peogwir e oa bet aloubet gant Vikinged deuet eus Danmark, dreist-holl, hag eus Norvegia ivez, en IXvet kantved. Er vro-se e voe lakaet lezenn an Daned da dalvezout e-lec'h lezennoù an Angled-ha-Saozon.
En em astenn a rae an Danelaw e reter ha norzh Bro-Saoz, war douaroù bet kemeret digant Rouantelezh Northumbria, aloubet en 867, Rouantelezh East Anglia, aloubet en 869, ha Mercia, aloubet en 874. Sinet e voe feurioù-emglev etre ar roue saoz Alfred Veur hag ar roue danat Guthrum, goude emgann Ethandun 878, ma voe kannet an Daned ha ma voe lazhet Guthrum. Un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h, en 886, e voe lakaet sklaer ar vevenn etre an div rouantelezh ha klasket lakaat divizoù evit ma ve peoc'h etrezo.
Al lezenn danat a rene eta, el lodenn su eus Northumbria, en Anglia ar reter, hag e bro ar Pemp Kêr (Leicester, Nottingham, Derby, Stamford ha Lincoln).
Peoc'h ha finborte a rene en Danelaw, dreist-holl e rouantelezh Jórvik, en-dro da gêr York ha kement-se a roe c'hoant hag avi da alouberien viking all. Gwanaet e oa an Danelaw ivez gant ar brezelioù dibaouez a-enep Wessex ha Mercia hag a-benn ar fin e tibabas e renerien sujañ da c'halloud ar roue saoz Edouarzh an Henañ, evit bezañ gwarezet gantañ. En Xvet kantved e klaskas meur a roue eus Danmark na Norvegia adkemer ar galloud e bro York met c'hwitañ a rejont bep taol. Goude dibenn an Xvet kantved ne voe ket klasket aloubiñ Bro-Saoz gant an Daned ken.